Garry Kasparov

Garry Kasparov, 2007

Garry Kimovič Kasparov (Гарри Кимович Каспаров), anv c'hoari Gary Weinstein, a zo bet ganet d'an 13 a viz Ebrel 1963 e Bakou, kêr-benn Azerbaidjan (Unaniezh Soviedel).

Meurc'hoarier echedoù, bet kampion ar bed.

E dad a gelennas an echedoù dezhañ pa oa bihan: da c'hwec'h vloaz e teue brav gantañ dija. Pa varvas e dad e 1970, Gary Weinstein a gemeras anv e vamm (Kasparyan en armenieg, Kasparov e rusianeg).

E 1985, en e eil match a-enep da Anatolij Karpov e teu da vezañ kampion ar bed: 22 vloaz emañ. Miret a ra e ditl e 1986, 1987 ha 1990, dalc'h-mat a-enep da Anatolij Karpov.

D'an 10 a viz C'hwevrer 1996 e kollas ur c'hrogad enep an urzhiataer stadunanat Deep Blue bet savet gant IBM, ar wech kentañ en Istor ma voe trec'h un ardivink war ur Mestr etrebroadel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search